Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

An Taj Mahal zo ur savadur-kañv marbr gwenn en Agra, en India. Emañ war roll lec’hiennoù glad ar bed, savet gant UNESCO. "Kurunenn ar palezioù" eo ster an anv Taj Mahal, deuet eus ar perseg.
Brudet eo an Taj Mahal evel ur bravig eus an arz islamek en India hag unan eus pennoberennoù miret brav-eston eus glad ar bed. Ur mozoleon eo, da lavaret eo ur savadur-kañv, savet gant an impalaer moghol Shah Jahan (1592-1666) evit degemer bez e wreg muiañ-karet Mumtaz Mahal. Savet e voe eus 1632 da 1653, e doare an arz muzulman, da lavaret eo n’eus skeudenn ebet, met marbr kizellet a ya da ginklañ kement elfenn a zo er savadur. Emañ ar bez he-unan e-kreiz ar savadur,hag ennañ ez eus ivez ur voskeenn ; tro-dro d’ar savadur ez eus liorzhoù brav, gant ur voger tro-dro.
Mervel a reas Mumtaz Mahal ("sklêrijenn ar palez") e 1631, pa c’hanas pevarzekvet mab an impalaer. Neuze e voe roet urzh gant Shah Jahan da sevel ar monumant hag echuet e voe ar braz eus al labourioù e 1648. Ouzhpenn 20 000 a dud a voe o labourat war ar chanter. A-raok ma voe fin d’al labour e voe didronet Shaj Jahan gant unan eus e vibien ha toullbac’het. Pa varvas e 1666 e voe beziet en Taj Mahal ivez, asambles gant e wreg.
Keleier

- 28 a viz Ebrel : an Emirelezhioù Arab Unanet a embann emaint o vont da guitaat Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol.
- 26 a viz Ebrel : Sabastian Sawe, eus Kenya, eo an den kentañ en deus redet ur maraton, e Londrez, dindan 2 eurvezh.
- 25 a viz Ebrel : e Mali, stourmerien Talbenn Dieubidigezh Azawad hag islamourien Jama'at Nusrat al-Islam wal-Muslimin o deus taget meur a gêr ha lazhet ministr an Difenn er gouarnamant kreiz.
- 20 a viz Ebrel : kren-douar, ouzhpenn 7 e nerzh, e-kichen aod enez Honshū, e Japan.
- 19 a viz Ebrel : gant ar strollad Bulgaria Araokour, renet gant Roumen Radev (skeudenn), ez a un darn vras eus ar sezioù e dilennadeg izili parlamant Bulgaria.
- 12 a viz Ebrel : mont a ra ar maout gant Péter Magyar e dilennadegoù kannaded Hungaria.
- 10 a viz Ebrel : kroget eo en Islamabad ar marc'hata evit un emglev a beoc'h etre Stadoù-Unanet Amerika hag Iran.
- 7 a viz Ebrel : dieubet eo Cécile Kohler ha Jacques Paris bet gouestlidi en Iran.
- 24 a viz Meurzh : gant ar strollad Socialdemokratiet, strollad ar c'hentañ ministr Mette Frederiksen, eo aet ar maout e dilennadeg kannaded ar Folketing, parlamant Danmark.
- 22 a viz Meurzh : marvet eo Lionel Jospin, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall etre 1997 ha 2002.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- D'an 8 a viz Mezheven 2024, un daolenn gant Ivan Martchouk anvet Savet eo al loar a-us an Dnipro (Зійшов місяць на Дніпром) a dizhas 300 000 dollar en ur werzh diouzh ar c'hresk e Kyiv ; biskoazh ne oa bet ken uhel priz un oberenn gant un arzour ukrainat a vremañ.
- E-pad an Eil Brezel-bed e voe savet c'hoarioù Monopoly enne kartennoù ha nadozioù-mor evit sikour ar brizonidi vrezel vreizhveuriat da achap kuit.
- Terminator the Second a gont istor Terminator ar Varn ziwezhañ en ur implij arroudoù eus oberennoù William Shakespeare nemetken?
- Ken strafuilhet e voe Nelly Sachs gant darvoudoù euzhus ar brezel ma tremenas meur a vloaz e bredospitalioù goude an Eil Brezel-bed.
- Heian-kyō, "annez impalaerel a beoc'h hag a sioulded" zo unan eus anvioù kozh Kyōto.
- Ne ouier ket anv resis an trede pab roman, Anacletus a vez graet an aliesañ eus outañ.
- Hervez testenioù, an tizhog Gao Cai eus an dierniezh Ming a zebre empennoù paotred yaouank gant ar c'hoant da lakaat e ardivink-genel da greskiñ en-dro.